An ofis publik okitaneg, bourdet get ar velestradurezh...
David Grosclaude deus achuet get e harz-debrin. Embannet neus ar c'huzulier rannvro Aquitaine ha stourmer evit yezh ha sevenadur Okitania noa bet pezh a c'houlenne. Da lâret eo ma vo asantet get ar stad sevel an ofis publik gouestlet d'an okitaneg ha bout perzh ennoñ a fed argant get rannvroioù Aquitaine ha Midi-Pyrennées. Hrevez David Grosclaude e vo labouret evit ma vo krouet 'benn miz gourhelen. Ur bochad tud dre ar vro deus sekouret getoñ hag e meur a lec'h eo bet lidet an dra.