Berrien : 1 euro ar metrad karrez !
Fell 'ra d'an deskadurezh Stad serriñ unan eus ar pevar klas 'zo 'ba skol bublik 'ba Berrien evit miz Gwengolo kentañ. N'emañ ket a-du annnezidi ar geriadenn 'zo 'ba Menez Are gant an diviz mañ. Se 'zo kaoz 'klaskont sachañ tud nevez, yaouank gant bugale, da zont da vevañ 'ba Berrien. Gant dilennidi ar c'huzul kêr 'zo kinniget prenañ tachennoù da sevel tiez marc'hatmat tre: un euro ar metrad karrez. 10 'zo lakaet en gwerz 'ba ul lodennaoueg 'zo c'houk ar skol. Ur bern tud a bellgomz d'an ti-kêr evit kaout titouroù ha prenañ an tachennoù, pellgomzadennoù eus pep lec'h 'ba Frañs he memes eus Stadoù-Unaned! Deomp da selaou Gweltaz Buhez, o chom 'ba Berrien, ha tad ur bugel 'zo 'bar skol bublik. N'eo ket evit kompren diviz ar velestradurezh. Gant Erwan Blanchard.