Ur rouedad etre kumunioù Breizh eo Bruded.
Savet eo bet get parrezioù àr ar maezioù a faote dezhe gober get sonjoù an diorenn dalc'hapl. Dek vlez goude mad eo bet krouet ar gevredigezh eh eus bremañ kant c'hwec'h kumun àrn-ugent enni. Dec'h e oa an emvod meur e Klegereg. An digarez da lakaat ar gaoz àr o raktresoù da zonet. Serj Moelo, maer Silieg ha perzh er c'huzul-merañ a gonta deomp pelloc'h.