Ur gevrad etre ar Rannvro ha Stassion Rosko 'vit diorren an enklask
Divizet 'neus Rannvro Breizh mont pelloc'h 'bar c'henlabour gant ar Stassion biologel 'ba Rosko. Ur c'hevrad nevez Rannvro-Stad a 4 million a euroioù 'oa sinet digwener dremenet. E-giz se e souten Breizh an enklaskoù a denn d'ar skiantoù mor ha raktresoù fetis. Setu 'pezh 'neus displeget Bernez Kloareg, rener stassion Rosko, da Erwan Blanchard.