en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Pemp kant sinadur 'vit mont war ar renk@@@ Evit mont war ar renk en dilennadegoù ar prezidant, 'vez dav dastum ///pemp kant sinatur/// deus perzh ///dilennerien veur./// An dra-mañ, kuit na vo re a dud o c'hellet lakaat e anv, 'pezh 'nefe tamm talvoudegezh ebet ken, moarvat. ///Andre Lukaz/// eo maer Plistin, PS, lâret 'ra deomp penaos e tro ar jeu. ///Gant Tudual Karluer./// @@@Disadorn e oa digor dorioù 'ba IUT an Oriant@@@ An digarez evit ar liseidi da ouiet hiroc'h diàr-benn stummadur-mañ-stummadur. Ar re-se o deus da chwajiñ bremañ pezh a faot dezhe gober 'benn an distro-skol. Peseurt diplom ? Gober studioù hir pe berr? Monet d'ar skol-veur pe barzh skolioù arall? ///Tangi ar Gall/// neus chwajet gober studioù ha deskiñ ur vecher àr-un-dro dre an « alternance », e bed ar logistik. Heuliañ a ra eil blezad an ///DUT « qlio »/// (qualite logistique industrielle et organisation » e iut an Oriant. Displeget neus hiroc'h da ///Yaëlle ar Mouel./// Selaouit @@@Daou grogad lig 1 melldroad 'oa kerzh ar week-end mañ 'ba Brest@@@ Unan gant klub handisport ///Electrofoot brestois/// degemere Charleroi, Douai hag An Oriant 'ba sal Lanroze. Ha disadorn noz 'oa dalc'het ur c'hrogad etre ///Stade Brestois ha Pariz-Sant-Jermen./// Ur sport: ar foot met daou ved disheñvel mik. Petra soñj ///Erwan Conq/// 'zo katiben skipailh an Electrofoot brestois diwar-benn ar c'hemm 'zo etre e sport hag ar melldroad ordin? Ha daoust hag eñ 'mañ o c'hortoz un dra bennaket eus perzh ar skipialhoù a-vicher? Selaouomp Erwan, c'hoarier foot lig 1 handisports. Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio