Brezhoneg 'leizh mediaoueg an Ursulinezed e Kemper
Brezhoneg e-leizh a zo hiziv e mediaoueg an Ursulinezed e Kemper pa 'zo aozet un abardevezh kontadennoù evit ar re yaouankañ hag ur weladenn deus al lec'h, kement-mañ e brezhoneg penn-da-benn. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Per Meñs Pegailh ha Maryse Evrain.
Hag ur bern abadennoù e brezhoneg met ivez e yezhoù all a zo kinniget e mediaouegoù Kemper ha tro war-dro. Warc'hoazh da skouer e vo un emgav gant Brigitte Maillard, barzez, komedianez ha kanourez.