7vet Gouel Breizh a vo edan berr.
Get Rannvro Breizh vez klasket lakaat àr-wel sevenadur Breizh. Sekour a ra an aozadurioù a savo traoù a-bep seurt. Ar blez-mañ e vo savet kant hanterkant darvoud ba ouzhpenn 115 kêr er bed a-bezh etre an 16 hag ar 25 a viz Mae. E Bro ar Roue Morvan eo bet fiziet aozadur ar fest e ti Bod Kelenn. 'benn dimerc'her e krogo an traoù e Gourin get unan ag o raktresoù pennañ : Sonadeg Bugale Kreiz-Breizh. 200 krouedur é tonet a 12 skol deus kemeret perzh evit kinnig sonennoù e brezhoneg.Tifenn Siret, kenurzhierez a gonta deomp pelloc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel.