10 vloaz Ai'ta e Tremargad.
E fin miz Mae, d'an 23 ha 24, 'vo lidet 10 vloaz ar strollad Ai 'ta, ha war un dro adlañset gouel broadel ar brezhoneg, e Tremargad, e bro Fañch, en Aodoù An Arvor. Digarez 'vo da deskiñ ha kaozeal diwar-benn ar stourm evit ar yezh, ha diduiñ gant sonadegoù hag un doare kermes an disentidigezh. Tristan Nedeleg zo perzh er strollad aozañ, pelloc'h gantañ. Gant Tugdual Karluer.