Ur valeadeg 'ba Ploveilh 'vit stourm a-enep krign-bev an empenn
'Benn disul e Ploveilh e vo dalc'het ur valeadeg 'benn dastum arc'hant evit stourm enep da grignoù-bev an empenn. Ar gevredigezh Oligocyte asambles gant studierien IUT Kemper o deus lañset neuze ar Randoligo, un devezh evit bale met pas hepken. Prezegennoù a vo ivez gant medisined 'benn gouzout e pelec'h emañ an enklaskoù hiziv an deiz. Holl ar gounidoù a zaio neuze d'an enklask 'benn talañ deus krignoù-bev an empenn. Selaouomp hiroc'h gant Bernez Leon, ezel eus Oligocyte. Emañ ouzh mikro Brieg Moal deus Radio Kerne.