42vet Kan ar Bobl e Pondi.
42vet konkours Kan ar Bobl oa ba Pondi an dibenn-sihun paset.
600 a gonterion sonerion ha kanerion doa en em gavet en arbenn ag an dolpadenn zewezhan, goude bout dibabet ba unan ag ar seitek tolpad-bro. Er rummad strolladoù oa bet roet ar priz ketan da Strinkus. Abert Le Flemm a zo bet priziet evit e sorbienn e brezhoneg. Doc'h ma sell ar skolioù eo bet roet priz ketan evit ar c'helc'hiad ketan da vugale skol ziwyeheg Ploneour-Menez. selaouamp doc'h Benoit Korvez, ar skolaer.