Ne vo ket brasaet tachenn Jean Guégéniat, desaver moc'h
Ne vo ket degemeret 300 pimoc'h ouzhpenn 'ba ti SA Jean Guegueniat 'ba Sant Vig, er Bae Douarnenez. Nac'het 'neus Pierre Maille, prezidant Park-mor an Irwazh, e kreskfe en-dro ar chatalerezh. 10.000 loen 'zo dija war al lec'h (tost 900 gwiz, 4000 pimoc'h bihan ha 5000 hoc'h o lartaat) hag an niver-se a loened 'zo bet reizhet. Evit tretiñ an hañouez oa bet Jean Guéguéniat al labourer-douar kentañ e Penn ar Bed o sevel ur "station". Ober a ra war dro dour louz ul lodenn deus kumunn Sant Vig ivez. Ur skouer evit an holl hervez servijoù ar stad, met n'eo ket ali Park mor an Irwazh, chalet gant an tolzennadoù bizhin glas o kreskiñ er Bae Douarnenez. Dipitet eo Jean Guéguéniat gant an diviz met gwasoc'h a c'hellfe bezañ bet c'hoazh. Emañ deus mikro Anne Gouerou.
Fotoioù :
1 - Penntraezh ha Lestreven... hep bizhin glas
2 - Ar memes draezhenn d'an 8 a viz Even gant un traktour o tastum ar bizhin glas (foto Anne Gouerou)