'benn warc'hoazh e vo un devezh studi en Alre.
Kensavet eo gant Kerlenn Sten Kidna, Ti Douar Alre, ar CRBC e Roazhon ha Brest hag an UBS, skol veur ar c'hreisteiz. An tem bet dibabet ar bloaz-mañ eo hini an treuskas. Meur a brezegenn verr a vo a-hed an devezh. E Lise Kerplouz-La Salle en Alre e vo dalc'het, digor d'an holl hag evit netra. David ar Rouz, ezel Kerlenn Sten Kidna a ro deomp un tamm deuq ar programm. Ur pennad gant Yaelle ar Mouel.