en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

40 vlez zo e oa stourmet enep ur greizenn nukleel en Ardewen.

40 vlez zo e oa stourmet enep ur greizenn nukleel en Ardewen.

E 1974 e oa ur raktres sevel kreizennoù nukleel er vro get ar gouarnamant oa konduet get Pierre Messmer d'an amzer-se. Fonnapl e oa bet savet strolladoù tud da c'houiet petra oa ar nerzh nukleel ha da gelaouiñ an dud. Razh ar c'huzulioù-kêr tro àr-dro doa votet enep ar raktres. D'an 30 a viz Meurzh 1075 e oa bet 15 000 a dud é vanifestiñ àr aodoù an Ardewen. Da zerc'hel soñj ag ar stourm eh eus un telwenn, un dorn glaz, staliet eno. Adal digwener ha betag disul e vo tri devezh lid neuze tro dro da dem ar stourm, an nukleel hag an energiezhoù nevez. Prezegennoù, taolioù-grenn, festoù-noz hag ur bourmenadenn a vo savet get ar c'hevredigezhoù Les Lucioles ha Stop Nucleaire 56 / Trawalc'h. Kristen Kloatr ezel ar strollad a lar deomp pelloc'h.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio