Sihun ar Brezhoneg : dait d'ar C'hwiz !
E meur a lec'h zo tennet gonid deus sizhunvezh ar brezhoneg 'benn aozañ tra pe dra da ginnig ober gant ar brezhoneg. Gant ar gevredigezh Studi ha Dudi e Plijidi e Bro Dreger, eo lakaet ar stajoù yezh ha muzik boas da degouezhout gant ar sizhunvezh-mañ, ha kement ha lakaat e-pleustr raktal 'vo dalc'het ur c'hwiz e brezhoneg da-heul ar staj 'benn disadorn goude merenn. Gant DAO, Deskiñ d'An Oadourien, ar c'hevread a vod an aozadurioù a ra kentelioù brezhoneg eo kinniget, evel e meur al lec'h war un dro. Pelloc'h gant Tomaz Postig, hag a labour e Studi ha Dudi. deus mikro Tugdual Karluer.