Pascal Jaouen 'neus adlakaet ar broderezh diouzh ar c'hiz !
Ar broder glazig 'noa krouet e skol broderezh 'ba Kemper e 1995 ha goude er c'hêrioù brasañ e Breizh. Adaleg penn kentañ ar bloavezhioù daou vil 'neus kroget da grouiñ dilhajoù chik ha cheuc'h. Kinniget 'neus meur a dibunadeg da heul ha 'neus sachet evezh ur bern tud war e labour. Ha bremañ eo deuet mare an diskouezadegoù. Unan 'zo bet digoret nevez 'zo 'ba karter Lokmaria 'ba Kemper. Merc'h Pascal Jaouen, Katell, oa war al lec'h an hini bravañ e touez an holl... Gwisket gant unan eus sae he zad. Laret 'neus da Anne Gouerou peseurt santimant oa ganti.
Fotoioù :
1 - Un dilhad brodet gant Pascal Jaouen
2 - Digoradur diskouezadeg Pascal Jaouen, 'ba Lokmaria e Kemper d'ar 25 a viz Mae 2011. E kichen ar broder, e vec'h Katell, gwisket gant ur sae mod Plougastell Daoulaz. Deus an tu all, Gilbert Gramoullé, an eil-maer Kemper e karg eus ar sevenadur. Hag e kichen, Marc Andro, eil prezidant Kemper-Kumuniezh. (foto Anne Gouerou)