Dilennadegoù departamant : e kanton Gwengamp.
E Gwengamp eo en em gavet Yannig Kerlogod ha Laurence Corson, eilet gant Bernard Hamon, ha Beatrice Mabin, e penn an dro gentañ gant en tu all da 43 % deus ar mouezhioù. Ur skipailhad distrollad, mesk-ha-mesk etre an tu-kleiz hag an tu-dehoù ec'h embannont bezañ. Evit an eil tro 'ta 'vo a-dal d'ar sosialisted, kaset gant Pierre-Yves Konan ha Francette Le Garff-Truhaud, eilet gant Marcel Tangi ha Charline Leroy. Yannig Kerlogod a gont deomp penaos 'noa bevet an traoù disul. Gant Tugdual Karluer.