Berzh neus graet Gouel Broadel ar Brezhoneg
Etre digwener ha disul 'oa gouel broadel ar brezhoneg e Kawan, e kreiz Bro-Dreger. Evit an eil gwezh abaoe eo bet adlañset, 'noa graet berzh adarre. Ur bern traoù 'oa bet kinniget war-dro d'ar yezh, evel kentañ kampionad ar bed c'hoariva war ar prim, hag un toullad mat a strolladoù muzik 'hed daou devezh. Kinnig 'ran deoc'h ober un tañva d'ar gouel, gant tud a oa o kemer perzh. ur reportaj get Tugdual Karluer.