Mervent : ur c'henlabour efedus gant an UBO
Ar greizenn stummañ Mervent a zo staliet bremañ e skol-veur Breizh Izel e Kemper. Dibaoe ouzhpenn 20 vloaz e vez an aozadur o kinnig kentelioù noz d'an dud deuet, un tañva d'ar brezhoneg er skolioù bihan hag er magourioù, hag ivez stummadurioù hir 6 miz ha 9 miz. Ur gwir kenlabour a zo ganet neuze gant an UBO, un taol-lañs kement 'vit ar skol-veur hag evit Mervent gant ur bern raktresoù o tont war-wel. Selaouomp Bernez Kere, ken-brezidant Mervent, ha Lena Louarn, bez-prezidantez ar rannvro, deuet da weladenniñ al lec'h-stummañ ar mintin-mañ.