'benn disul e Pondi e vo c'hoariet "ar Basion Vraz".
Pedet eo bet "strollad ar vro Bagan" àr un dro get "Laz-kanañ Penn ar Bed". 100 a dud en holl a vo àr ar leurenn. Evit ar wezh ketañ e vo diskwezet an oberenn-mañ e kornad Pondi. Savet eo bet get Goulc'han Kervella gozik ugent vlez 'zo bremañ. E pep lec'h e Breizh hag e Frans e veze c'hoariet ar basion vras pe istoer marv Jesuz. ha chomet eo bev an hengoun-mañ betag fin an 19vet kantvet. Jorj Belz a zo perzh en aozadur. hiroc'h e konta deomp doc'h mikro Andrea ar Gal a RBG.
Emgav 'benn disul adal 4eur d'enderv e Palez ar C'hendalc'hioù e Pondi.