SAB : istor ur stroll stourm evit ar yezh er vuhez foran
Evit an deizioù zo kalz anv deus Ai 'ta, ur strollad savet da c'houlenn ma vo lakaet ar brezhoneg war-wel el lec'hioù hag en oberioù foran. N'eo ket ar wech kentañ en istor ar stourmoù evit ar yezh er vuhez foran, zo deus ur seurt strollad. En e raok, er bloavezhioù 1980 ha 1990, 'veze gwelet merkoù SAB, Stourm Ar Brezhoneg, livet ouzh ar mogerioù ha panelloù.
Tomaz Laquaine Jacq, studier yaouank, zo o studial istor SAB, ha dre se 'neus embannet un heuliad pennadoù diwar-benn ar stroll-mañ, a c'heller lenn war al lec'hienn Bretagne-info.org. Lâret 'ra deomp petra 'oa SAB, ha petra 'neus degaset. Ur pennad gant Tudual Karluer.