Lanset eo 19vet festival ar Roue Waroc'h e bro Pleskob.
Abadennoù ha konsertoù a zo bet dija da c'hortoz ar fest vraz a grogo 'benn digwener hag a bado betag disul. Donet a ray ar strollad Zebda a Doloza da soniñ 'benn disadorn hag èl bep blez e vo atalieroù a-bep seurt : dans bouree mod auvergne ha kan a vro gwened dre skwer. hag ur bochad sonerion a zay da gemer perzh er c'honkourioù dishenval pe vehe ar strolladoù pe daou ha daou pe en o unan zoken. Enora Udo, gobret evit gober àr-dro ar festival a gont deomp pelloc'h.