Energiezhioù ar mor : ar Vretoned e Bourdel
Ar c'hendalc'h etrevroadel kentañ war an energiezhoù-mor a oa dalc'het 'ba Bourdel d'an 11 ha 12 a viz Genver, evit bodañ an holl embregerezhioù a zo o labourat war an dachenn nevez-se. Rannvro Breizh hag an Ajañs evit an diorenn ekonomikel e Breizh o doa unan eus ar stal brasañ er saloñs-se. Evit lakaat war wel an tourioù-avel war vor - ac'hantet gant an emprestadenn vras - a vo savet e Mor Breizh.
Klet Jegou, a zo studier war ar morioù-bras e Bourdel, 'neus gweladennet ar saloñs. Displeg a ra deomp petra eo ar saloñs Thetis EMR.