Brezhoneger ar bloaz eo Herve Seubil-Kernaodour
Gant Herve Seubil-Kernaodour eo bet renet embannadur Geriadur brezhonegTreger-Goueloù Kerne Uhel Frañsez Vallée. Disoc'h ur pezh-mell labour adkempenn dornskridoù orin Frañsez Vallée. Evit se 'neus bet Herve Seubil-Kernaodour priz Brezhoneger ar bloaz digant Frañs 3 hag Ofis publik ar Brezhoneg, da-geñver Prizioù Dazont ar brezhoneg. Met n'eo ket 'walc'h se, labour a van war ar stern. Ouzhpenn dastum komzoù Treger-Goueloù ha Kerne Uhel 'neus graet Frañsez Vallée. Herve Seuvil-Kernaodour a lâr deomp peseurt war beseurt tachenn 'neus bet labouret. Deus mikro Tudual Karluer.