Bout Breizhad e 2015
Bout Breizhad e 2015.
setu tem ar brezegenn oa aozet dimeurzh da noz e Gwened get ar gevredigezh Petra Neue en arbenn ag ar festival Roue Waroc'h. Pedet e oa bet tud a-bep seurt èl Alain Glon, prezidant Skol Uhel Lokarn, Jean-Michel Le Boulanger, eil-prezidant ar Rannvro, Christian Guillemot, patron Ubisoft ha dilennad e Malestreg, Thierry Jolivet, prezidant Emglev bro Gwened& Goulennet e oa gete petra eo bout breizhad evite ha penaos e lakaont àr-sel ar santimant-mañ en o buhez. Andre Lavanant, zo bet perzh e krouidigezh Diwan ha TV Breizh dre skwer oa bet kouviet da reiñ e soñj iwez. Selaouamp doc'hton doc'h mikro Yaelle ar Mouel.