Waet eo Louis Lallour d'ar bed arall.
Aet eo Louis Lallour da anaon d'an oad a eizh vloaz ha pevar-ugent. Kaner deus Plourac'h mil anavezet, mailh 'oa war gavotenn bro Galanel. Meur a ganerez pe ganer 'neus bet desket gantañ, evel Annie Ebrel pe Marie Claire Ar C'horr. Hirie goude merenn (Yaou) 'oa e obidoù e Plourac'h. Kinnig 'ran deoc'h adselaou anezhañ, o komz deus mikro Marie-Laure Groix e daou vil daouzek. Lâret 'ra deomp pesort stumm zo dezhañ da ganañ.