en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ad-unvanin Breizh : al lezenn evit krouin ar referendum poblek votet gant an deputeed

Ad-unvanin Breizh : al lezenn evit krouin ar referendum poblek votet gant an deputeed

Daoust hag-eñ 'vo ar gwir, un devezh bennaket evit tud Bro C'hall, da lavar o soñj war tra pe dra dre ur refereñdum goulennet gante ? Dec'h oa votet gant an deputeed ul lezenn a lak e plas ur "référendum d'initiative partagée", da lâret eo, goulennet asambles da nebeutañ gant un dilennad war 5 eus ar Parlamant, asambles gant 4 million hanter a dud. A-raok Nedeleg 'noa ouzhpenn Marc Le Fur, deputee UMP eus Aodoù an Arvor, ur mellad 'barzh an dañvez-lezenn-se evit reiñ ar gwir d'ar Vretoned da aozañ ur referendum e Breizh hag el Liger Atlantel hepken, evit ad-unvaniñ ar vro. Hep goulenn o ali d'an dud a zo o chom er Broioù al Liger. Dec'h oa bet ar votadeg gentañ gant an deputeed 'ta. An tu dezhoù 'neus votet evit ; ar PS 'zo chomet hep mouezhiañ. Ar PC 'neus votet a-enep. Tremen a raio bremañ al lezenn dirak ar senatourien. Selaouit petra soñj François Marc, senatour PS eus Penn ar Bed, eus an afer-se. Deus mikro Anne Gouerou

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio