Edouard Morvan a ziwhenn ar beizanted e Breizh hag er Brazil
« L'appétit vient en militant », setu titl ur film vo savet get André Le Moustarder edan berr.
Ar pal eo lakaat àr ar skramm fesonioù da stourm evit an douar e Breizh hag e bro Brazil. Poltred ar stourmer-peizant Edouard Morvan vo graet amañ hag du-hont neuze, e Bro an dud hep dwaroù e bro ar Ceara Nordeste er Brazil. 'benn digwener eh aint da droiñ ar lodenn ag ar film a-zivout peizanted an Nordeste, ha chom a raint eno e-pad teir sihuniad. An digarez da grenvaat c'hoarzh ar liammoù savet etre an div vro dre ar gevredigezh Soliarite Internationale de la Baie. Edouard Morvan a lâr deomp hiroc'h diàr-benn ar voyaj-mañ.