Rebablet eo bet an evned er jardrinioù.
Get Breizh Vev e oa savet an darvoud-mañ e-pad an dibenn-sihun. Ret e oa da bep hani noa c'hoant en em staliañ e-pad un euriad evit sellet doc'h an evned a za hag a ya en o jardrin. Ur feson evit ar gevredigezh da heuliañ ba peseurt stad emañ poblañs an evned. Jean-Yves an Dortz a zo é chom e kreisker Baod. Entanet eo get ar loened-se ha gouiziek-tre àrné. Displeget neus da Yaelle ar Mouel e chenja poblañs ar spesadoù er vro.