Renabl ar boblañs : hag ar brezhoneg?
Etre ar 15 a viz Genver hag ar 14 a viz C'hwevrer 'mañ ar recensement, an niveridigezh, er vro, evit darn eus ar c'humunioù. Ar pal eo niveriñ an dud ha pelloc'h evit se, goût deus o lojamantoù, micherioù hag all, 'benn sevel statistikoù a-bep sort. A-bouez eo ivez evit lakaat pennadoù lezennoù zo e pleustr, en-resis 351 pennad en 28 kod disheñvel. Da skouer evit ingaliñ arc'hant foran, difrejañ ar vaered, divizout eus an niver a guzulierien, pe c'hoazh live taosoù zo. Pezh eo, a voaz da vloaz ne vez goulenn ebet diwar-benn ar yezh pe ar yezhoù graet gante en tiegezhioù. Ur rebech graet gant ar stroll Ai 'ta, a c'halv da nac'h an niveridigezh. Perzh eo Dewi Siberil er stroll, pelloc'h gantañ. Gant Tugdual Karluer.