en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Div dresadenn-vev nevez e brezhoneg.

Div dresadenn-vev nevez e brezhoneg.

Roet 'zo bet lañs d'an 13vet troiad filmoù-bevaat e brezhoneg. Betek miz Even e chello skolidi an hentennoù brezhoneg dizoloiñ daou film nevez; « Beaj vat Dimitri ! » hag « Ernest ha Celestine ». Evit Daoulagad Breizh hag a vez o kenurzhiañ an droiad bep bloaz eo un digarez evit ar vugale da vont bar salioù du, da vont pelloch gant ar brezhoneg, met ivez da gejañ ouzh bugale all. Teuliadoù-labour a vez savet ivez 'benn hentañ ar gelennerien da ledanaat ar gaoz. En abardaez-mañ e oa skolidi Lokorn ha Douarnenez o tizoloiñ ar film Ernest ha Celestine. Hiroch war an droiad gant David Huilizen deus Dizale ha Mona Caroff deus Daoulagad Breizh. Emaint ouzh mikro Katell Uguen.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio