Tremargad, kentan kumun o tihan da labourat gant EDF
Tremargad, 'kichen Rostrenn e kreiz Breizh, ha war-dro da 170 a dud o chom enni, eo ar barrouz kentañ e Breizh oc'h ober he soñj da zihan da labourat gant EDF. Adal bemañ 'vo prenet tredan digant Enercoop evit an ezhommoù en tiez ar gumun, evel an ti-kêr, pe sal ar gouelioù. War ar bloavezh e teuy war-dro da 500 ¬ keroc'h d'ar gumun evit na oa betek-hen gant an EDF.
Marie No ha Job Jegou zo o chom e Tremargad, lâret 'reont o soñj deomp war ar cheñchamant-mañ. Gant Tudual Karluer