19vet festival Roue Waroc'h vo 'benn kreiz miz C'hwevrer.
Moaien 'zo dija lakaat e anv evit ar c'honkourioù dañs ha sonerezh vo savet. àr leurenn ar festival ar blez-mañ e tay dre skwer ar strollad Zebda a Dolosa.
Mes da c'hortoz o deus savet tud ar skipailhad Petra Neue ur programm abadennoù. Henoazh dre skwer e vo ur c'honsert get Heiki Bourgaut ha Calum Stewart, da 8e30 e Ploveren. Enora Udo a laboura evit ar Roue Waroc'h. Hiroc'h he deus displeget da Andrea ar Gal.