Kanol a Naoned da Vrest
Diskweziñ a ra ar Rannvro talvoudegezh ar c'hanolioù.
200 vlez ar ganol a Naned da Vrest vez lidet a-hed ar blez-mañ. Edan barregezh ar strollegezhoù lec'hel emañ a-c'houde 2010. Kroget neus Rannvro Breizh da labourat evit ma vo moaien da vonet àr-vag, àr-velo, àr-droed pe àr-varc'h hed-a-hed ar ganol. Sekouret e vo ar c'hrouiñ lec'hioù da zegemer an dud iwez pe vehe tier, tachennoù kamping pe ostalerioù. Kement-mañ evit degemer muioc'h a douristed. Evit kas an obererezhoù-mañ da benn e kenlaboura ar rannvro get departamant ar Liger Atlantél. Muioc'h a zisplegadennoù get Gérard Lahelleg, é karg ag an transportoù er rannvro doh mikro Yaëlle ar Mouel.