en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

59 mn evit ober Kemper-Brest gant an tren e 2014

59 mn evit ober Kemper-Brest gant an tren e 2014

Nav minutenn hag hanter-kant ! Setu an amzer 'vo lakaet evit ober Kemper-Brest pe Brest-Kemper gant an tren, adaleg kreiz 2014. Ur c'hart eur 'vo gounezet goude al labourioù 'vo kaset da benn e 2013 ha dreist-holl er c'hwec'h miz kentañ eus 2014. Labourioù bras graet gant ar "Réseau ferré de France" met paeet evit al lodenn brasañ - tost pevar ugent dregant - gant Departamant Penn ar Bed hag ar c'huzul rannvro Breizh. Ar chañter a gousto ker met graet eo evit padout 'pad pell ha sachañ un hanter muioc'h a dud en treñioù, n'eus displeget Gérard Lahellec, eil prezidant ar rannvro, e karg eus an transportoù.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio