Morbihan : budged diwezhan ar c'huzul departamant.
Ur budged a chenjo sur-walc'h pa vo lâret peseurt barregezhoù a chomo get ar vodadeg nevez. Get an dilennnadegoù é tonet e vo kement a guzulierion hag a guzulierezed. Lod ag an dilennidi o deus embannet ne vint ket àr ar renk en-dro. En o mesk André Gall, dilennad PS kanton kuzh-heol Gwened. Lâret a ra deomp pelloc'h diàr-benn e respet hag ar budged-mañ ne oa ket bet votet get an tu-enep, an tu-kleiz.