Filmoù àr un alc'hwez usb.
Setu pezh a ginniga bremañ BreizhVOD, ar lec'hienn internet ma c'heller preniñ filmoù pe tresadennoù bev e brezhoneg. Dec'h e oa bet roet lañs d'ar sistem-mañ da werzhiñ filmoù hag a vo ouzhpenn ar pladennoù DVD pe filmoù da bellgargiñ. Traoù nevez zo da goumanantiñ iwez àr ar lec'hienn en arbenn ag ar gouelioù Nedeleg. David Huilizen a laboura evit BreizhVod, displeg a ra deomp pelloc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel.