en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ul lizher da zeputeed Europa da c'houlenn na vo ket lakaet ar PKK e-mesk ar strolladoù sponterien

Ul lizher da zeputeed Europa da c'houlenn na vo ket lakaet ar PKK e-mesk ar strolladoù sponterien

Ar Gurded zo anezho ur bobl streviet etre peder Stad : Siria, Irak, Iran, ha Turkia. Ha diaes o jeu gant se. Ar PKK, strollad labourerien Kurdistan zo anezhañ ur strollad politikel hag a stourm abaoe bloavezhioù bremañ gant armoù da zifenn gwirioù ar Gurded, hag evit ma vefe emren ar bobl-mañ. En deiz a hiziv eo ar strollad nemetañ a sav da vat 'enep d'ar Stad islamek. Gant an UDB zo bet kaset ul lizher da zeputeed Europa da c'houlenn na vo ket lakaet ar PKK e-mesk ar strolladoù sponterien en Unvaniezh Europa ken. Muioc'h a zisplegadennoù gant Ana Sohier, kuzulierez kêr Roazon, en anv an UDB. Emañ ouzh mikro Tudual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio