Saloñs al levrioù evit ar re yaouank 'ba Montroulez
Triwec'h skrivagner, stalioù levrioù, embannerien: sal ar Roudour 'ba Sant-Martin-war-ar-maez, 'oa gouestlet d'al levrioù, d'an istorioù ha d'an ijin e-kerzh ar week-end mañ. An trede gwech 'oa savet ar saloñs 'vit ar vugale hag ar re yaouank anvet "Bae al levrioù" aozet a-drugarez d'ur c'henlabour etre meur a skol 'ba bro Montroulez, mediaouegoù ha kement 'zo. Tud 'zo bet 'ba Sant-Martin 'vit mont da welout an abadennoù, prenañ levrioù un nebeut sizhunioù araok Nedeleg! Displegadennoù gant Valerie Geoffroy-Cariou, unan eus an aozerien ha Riwanon Kervella.