Defi Bro Gozh : ar 1añ priz get ar ganerez Kaelig.
Trec'h eo bet ar ganerez Kaelig en defi Bro Gozh savet get Frans 3 Breizh.
Ret e oa kas ur video lec'h ma oa kanet pezh zo daet da vout kan broadel breizh. Savet eo diàr kan broadel Bro Gembre. An ton zo ar mem hani hag ar pozioù oa bet kempennet e brezhoneg get François Jaffrénou e 1898. Digor e oa an defi d'an holl dud ha gozik hanterkant video oa bet kaset. Gounidet he deus Kaelig neuze goude bout bet ur bochad eskemmoù àr ar rouedad internet ha bout bet asant ar jury oa bodet dimerc'her e Roazhon. Selaouamp doc'h Kaelig é lâret deomp hiroc'h a-ziàr he feson da soniñ.