Manif enep ar feulzter get ar polis : 200 den e Pont ar Veuzenn.
Diwar intrudu Collectif 29 o deus un 200 den bennak manifestet e Pont ar Veuzenn ar mintin-mañ. Klemm a reont 'enep da zroukrañs ar polis d'ar c'houlz ma 'zo diskleriet ne vo ket tamallet an archerien o deus lazhet Rémi Fraisse, bet lazhet pa 'oa o stourm 'enep da stankenn Sivens.
E fin ar mintinvezh eo loc'het ar vanifestadeg deus bourk Pont ar Veuzenn da vont betek an uzin NobelSport hag a fard gaz lacrymogène da vezañ gwerzhet d'ar polis ha d'an arme. Un emvod-meur 'oa raktreset eno da 3e d'abardaez.
Katell Uguen a oa war al lec'h ar mintin-mañ, goulenataet he deus ur manifester.