Sonennoù André Drumel àr ur bladenn.
Disul e oa daet er-maez ur bladenn nevez er rummad « grands interprètes de bretagne » embannet get Dastum. Ur bladenn da reiñ inour da repertoer André Drumel, genidik a Gelven e parrez Gwern. Hennezh a sona a-veg a-c'houde mand eo bihan, kement e brezhoneg hag e galleg. E sonennoù neus eñ ambrouget a-hed e vuhez, pa oa bet é labourat er Beauce pe pa oa bet galvet d'an oad a ugent vlez da vonet d'an Aljeri get an arme, pe er filajoù, ha get e vaouez Irène. Meur a wezh en deus André gounidet ar c'honkour Kan ar Bobl iwez. 150 a dud oa bodet disul e sal Gwern tro dro da André hag Irène en arbenn ag ur pred-sonet. En o mesk e oa Ronan Guéblez, prezidant Dastum. Emañ doc'h mikro Katerin Pasko a RBG.