Ur valizenn bedagogel get DAO.
Disadorn tremenet e oa bodet izili ar c'hevredad Deskiñ d'an Oadourien e Pleuigner en arbenn ag o emvod-meur. an digarez da lakaat ar gaoz àr ar blez paset hag àr ar raktresoù evit diorenn ar c'helenn brezhoneg davet an dud arru. dre vras eh eus tri mil a dud a glask deskiñ ar yezh, pe dre getenlioù noz, dre stummadurioù hir pe dre stajoù berr. Ur valizenn bedagogel zo savet en termen-mañ evit ma vo aesoc'h labour ar stummerion, ur raktres argantaet get ar redadeg. Daniel Le Breton, prezidant DAO a lar deomp pelloc'h. Get Yaelle ar Mouel.