Keleier 5:30
@@@Lehid porzh Haliguen ha porzh ar C'hrouesty vo lakaet er mor.@@@
Div sihun 'zo er prefeti oa bodet tud servijoù ra àr-dro d'ar mor ha d'an aod, servijoù ar stad hag departamant ar morbihan. A-unvouezh deus displeget ar steuñv vo lakaet e plas evit netaat ar porzhoù evit ar pevar blez da zonet. En oll e vo tennet daou gant dek mil metrad kub lehid. Kant hanterkant mil metrad kub zo raktreset o lakaat er mor. Ar peurrest a vo tretaet àr an douar braz barzh ur greizenn. E 2008 doa savet o mouezh dija an dud a-enep ar raktres oa ba porzh an Drinded-Karnag. Kompren a reont bremañ n'int ket bet na selaouet, na klevet. Renan Kerbiquet oa daet d'an Ardewen diriaou paset pa oa daet Eva Joly. An digarez da gomz ag ur saotradur arall.
An atersadenn
@@@An diorenn dalc'hapl get Bruded.@@@
E 2005 oa bet krouet ar gevredegezh BRUDED, a vod dilennidi kumunioù bihan hag a glask kas an diorren padus àr-raok, e Breizh pemp departamant. Diriaou 'oant e Tremargad e kreiz Breizh, evit vizitiñ embregerezhioù àr ar maezoù. Digarez eo deomp da gaout muioc'h a zisplegadennoù àr ar gevredigezh àr un dro get Serge Moelo, kenbrezidant Bruded ha maer Silieg. Emañ doh mikro Tudual Karluer.
Amañ
@@@Redadeg 2012 : en gwerzh emañ ar c'hilometradoù.@@@
1500 kilometrad zo da breniñ en oll. Tri c'hant ouzhpenn da-genver ar redadeg 2010. Hiroc'h e vo an hent neuze 'benn miz Mae. A vrest da Zouarnenez e yay ar rederion e-korv eizh devezh, adal an 12 betag an 19 a viz mae mañ-za. An hanter ag an argant dastumet a yay da Ziwan hag an hanter arall a yay da sekour get raktresoù a-bep seurt evit ar yezh. Tem ar blez-mañ zo Brezhoneg ha plijadur. Selaouamp doh David ar Gal, é karg ag aozadur ar redadeg ba bro Gwened. Doh mikro Merwyn Sauerbrey.
Selaouit