Bresk eo statud an erlec'herion er prevez.
Lakaat àr-wel stad an traou en deskadurezh prevez eo pezh faot d'ar sindikad fep cfdt ba penn ar bed. Àr-dro 600 kelenner a labour get ar statud bresk man ba penn ar bed. Ha àr-dro daou vil evit breizh a-bezh. Pe vehe get an deskadurezh kristen pe ba diwan, eil ha ketan derez. Pezh zo graet get ar cfdt eo lakaat àr-wel ha skrivan d'ar bolitikourion evit en emgavout gete ha ma vehe komzet muioc'h ag ar gudenn get an dilennidi ba pariz. Ar memes labour vez graet get an erlec'herion hag ar gelennerion a zo titlet. Stert ar jeu get ar gelennerion dija mes gwashoc'h neuze get an erlec'herion ha pell gwasoc'h evit ar re n'int ket titlet anezhe. Selaoump Alan Quéau a zo mestr-skol hag ezel ag ar fep cfdt. Doc'h mikro Erwan Blanchard.