Keleier 5:30
@@@Ur ramoker e pleg-mor pe Golfe ar Gascogne.@@@
Setu pezh neus goulennet Eva Joly hiziv. Ar gabalerez e anv Europa Ekologiezh zo daet ar mitin-mañ d'an Ardewen evit komz a peñse an TK Bremen. Hrevez he soñj e vehe bet moaien achap doh ar gwaladaol-mañ. Un ugentad bennak a stourmerion ag an UDB oa daet da zegemer Eva Joly. En o mesk e oa Naig Gars, kuzulierez rannvro.
Selaouit dohti
@@@Ur pennad hent nevez da-gaout adunvaniezh Breizh?@@@
Atav zo un degouezh istorel ag an amandamant votet en asamble dec'h. Keunniget get nav c'hannad UMP, e c'houlenn cheñj aj lezenn àr ar feson da sevel ur referendum, soñjet en adkempenn ar vonreizh e daou vil eizh. Get ar sened hag ar c'huzul-bonreizh e vo studiet an destenn bremañ. Thomas zo perzh er strollad 44=bzh, lâret 'ra deomp zo un tamm trec'h get an amandamant-mañ. Doh mikro Tudual Karluer.
Amañ
@@@Kraoù Nedeleg : un oberenn vras get Jean Pouliquen.@@@
Ouzhpenn ur c'hraoù evit Nedeleg eo an oberenn 'zo keunniget get Jean Pouliquen. A-c'houde 19 vlez emañ paotr Lambaol-Gwimilio é sevel e barrez get tier bihan graet e mein. Hag e kreiz ar gêriadenn e kaver kraoù mabig Jezuz. Ar blez-mañ 'neus Jean Pouliquen staliet 'ba iliz Lambaol seizh ti mein, graet getoñ dija diàr ar pemp ti àrn-ugent 'neus savet. Unan nevez zo da zijolein, unan brav kaer kizellet dre ar munudoù edan 500 euriad.
An atersadenn