Ur jubile en inour da Jean-Michel Guilcher, 100 vlez anezhoñ.
100 vloaz eo Jean-Michel Guilcher, un enklaskour mil ampart war dañsoù hengounel Breizh. A-benn reiñ enor d'e labour e oa dalc'het ur jubile digwener d'abardaez ha disadorn vintin e skol-veur Brest, 'lec'h m'eo bet kelenner. Selaouomp soñj Michel Ouari, bet o kemer-perzh en divizoù diwar-benn labour Jean-Michel Guilcher. Emañ ouzh mikro Katell Uguen