"Kan an tevenn": un trede album gant Gwennyn
"Kan an tevenn" setu anv album nevez ///Gwennyn./// Trede hini embannet gant ar plac'h yaouank 'zo a orin eus Argol. Tem ar mor eo an hini 'zo disleget 'ban unnek kanaouenn 'zo war ar bladenn: kanaouennoù e saozneg, galleg hag e brezhoneg. Labouret 'neus Gwennyn gant ar soner gitar ///Patrice Marzin,/// evel just, met gant tud all, ivez,'neunt skrivet testennoù dezhi da laret eo ///Kristin Merienne, Gerard Manset/// 'zo brudet mat evit e oberenn rock 'ba Bro-C'hall ha ///Kenneth White///. Met skrivañ 'ra Gwennyn kanaouennoù ivez. Kanaouennoù gouestlet d'ar mor ha d'he bro. Setu 'pezh 'noa displeget da ///Erwan Blanchard,/// dec'h da noz da geñver ur show-case 'ba Landerne.