'Ba bered Lanniliz 'zo ur pezh kanol eus ar Vrezel Vraz!
Ur c'hanol alaman 'zo erru pell pell 'zo 'ba Lanniliz. 'Pad pell 'oa chomet dindan ar gwez o verglañ& Met e 2003 'oa divizet gant an UNC (UnioN nationale des Combattants° adkempenn anezhañ, 'pezh 'oa graet gant servijoù teknik an ti-kêr. Nevez 'zo 'oa klevet komz gant tud mirdi Verdun 'zo eus ar c'hanol mañ. C'hoant ganto 'vije prestet dezho& Abaoe pell pell emañ ar c'hanol 'ba Lanniliz met ne oarer ket peseurt eo en em gavet 'ba Bro-Leon. Selaouomp Jean-Louis Kerboull, teñzorour an UNC. Ouzh mikro Erwan Blanchard.