Ur levr nevez zo daet er-maez get Jean-Yves Plourin ha Pierre Hollocou.
Ar pempvet levr eo diàr ar studiadenn o deus kaset da benn e-korv an ugent vlez tremenet. Klasket o deus a-venn e ta an anvioù lec'h hag an anvioù familh etre Kemperle betag ar manieoù du ha Pont-Aven. Aze eh heulier ster an Elle en tu d'ar c'huzh-heol. Adal Ploure betag enezenn Gwre. Selaouamp Jean-Yves Plourin é tidpleg deomp o feson da labourat.