300 a dud evit adunvaniñ Breizh disadorn.
300 stourmer 'vit an adunviñ 'oa bodet dirak burev Gwenegan Bui 'ba Montroulez disadorn goude merenn. Bodadeg kentañ un heuliad dirak burev an deputeed 'ba Breizh 'vit lakaat da selaou c'hoantoù ar Vretoned 'oa diskouezhet 'ban Naoned e fin miz Gwengolo gant 25 000 a dud. E fin ar miz mañ 'vo votet gant an deputeed war al lezenn akempenn an tiriadoù. Met 'oa ket 'ba Montroulez Gwenegan Bui disadorn tremenet 'vit degemer dileuridi Breizh Unvan. Deuet 'oa Herve Sebille, eus Gwengamp, 'vit kemer perzh 'bar vodadeg.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard. 'Benn disadorn 'vo aozet bodadegoù all dirak burevioù deputeed Breizh.